user_mobilelogo

Concours de nouvelles en breton 2022

Priz an danevelloù brezhonek bet aozet gant an AEB e 2022

Laouen-tre eo bet ar juri o tegemer testennoù kaer, seizh danevell, savet e brezhoneg yac'h ha lennegel, kontet enno darvoudoù dedennus.
War dodenn « Plac'h ar C'hornog » evel-just !

Diaes eo bet ober un dibab ken saourus e oant-holl.

Roet e vo ar prizioù e Ti al Levr, e Begerel, d'ar sul 2 a viz Here, da ziv eur goude kreisteiz.

Ul levr (un dastumadenn danevelloù) a vo embannet enni ar seizh danevell vrezhonek bet degemeret, mui an danevelloù gallaouek hag an danevelloù gallek. Embannet e vo gant Kevredigezh Skrivagnerien Breizh.

Setu ar rollad (titl an danevell, mui anv an aozer-ez) :

Roet e vo ar prizoù d'ar re bet « meneget », «les nominés », e galleg». Met dizoloet e vo piv eo an hini kentañ, an eil, hag an trede, d'an 2 a viz here 2022 e Begerel:

Meneget : Priñsez Darennzu / Mael Graignic
Meneget : Rouanez dibaber 1957 / Bernez Géry
Meneget : Plac'h ar c'hornôg / Dominig Joly

Plac'h ar c'hosmos / Guillaume Cadoret de l'Epineguen
Goust ar c'hanaoù-garzh / Anaïs Le Ruyet – Mahé
Ur sklaeraenn war an aod / Christelle Chevallier-Gaté
Treller alc'hwedered / Michel Cadiou

D'an 22 a viz Gouere e oa bet dibabet gant ar juri gant piv ec'h aio ar maout bras, an eil, hag an trede dañvad !

Plijadur vo gant al lennerien pa vo bet moullet al levr enno an testennoù-se.

Evit ar juri, Thierry Châtel